Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 4:8
21 Referencias Cruzadas  

An AOTROU Doue a lavaras: N'eo ket mat e vefe an den e-unan, ober a rin dezhañ ur skoazell heñvel outañ.


Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez!  Ehan


Ya, an den a gerzh evel ur skeudenn. Ya, en aner eo e fiñv, daspugn a ra, ha ne oar ket piv a zastumo.


Lec'h ar marv hag an distruj n'o deus biken o gwalc'h, evel-se daoulagad an den a zo diwalc'hus.


ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neñvoù. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezañ pledet ganti.


An holl draoù a labour muioc'h eget na c'hellfe an den lavarout; al lagad n'en deus ket e walc'h da welout, nag ar skouarn da glevout.


Rak un den en deus labouret gant furnez, anaoudegezh ha berzh, hag e lez holl da hêrezh d'un den all n'en deus ket labouret d'e gas da benn. Kement-se ivez a zo avel hag un dra fall.


Rak e holl zeizioù n'int nemet glac'har, hag e labour nemet enkrez, en noz zoken ne ziskuizh ket e galon. Kement-se ivez a zo avel.


En em lakaet on da sellout ouzh un avel all dindan an heol:


An hini a gar an arc'hant n'en deus ket e walc'h a arc'hant, hag an hini a gar pinvidigezhioù ne ra ket e vad anezho. Kement-se ivez a zo avel.


Ur gounid evit ur vro koulskoude eo ur roue enoret gant ar vro.


Gwalleur d'ar re a stag ti da di, hag a laka park gant park, ken na vefe mui a lec'h, ha ma chomfent o-unan e-kreiz ar vro!


Perak e pouezit arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc'h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellañ.


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?


rak kement a zo er bed, c’hoantegezh ar c’hig, c’hoantegezh an daoulagad ha lorc’h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos