Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.
An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,
E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.