Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak mar kouezh unan, egile a c'hell e adsevel; met gwalleur d'an hini a zo e-unan hag a gouezh! n'eus den d'e adsevel.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 4:10
17 Referencias Cruzadas  

Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas.


Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.


Da servijerez he doa daou vab a zo en em gannet er parkeier, ha ne oa den evit o herzel. Unan en deus skoet war egile hag en deus e lazhet.


Moizez a lavaras da Aaron: Petra he deus graet ar bobl-mañ dit, ma ec'h eus tennet warni ur pec'hed ken bras?


En hevelep doare mar kousk daou a-gevret, e vo tomm dezho; met an hini a zo e-unan, penaos e vo tomm dezhañ?


Gwelloc'h eo daou eget unan, dre ma ez eus evito muioc'h a c'hopr eus o labour.


Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.


En em frealzit eta an eil egile dre ar gerioù-mañ.


Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.


Neuze Jonatan mab Saül a savas hag a yeas da gavout David d'ar goadeg, hag e nerzhekaas e zaouarn e Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos