Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Akaz a lavaras: Ne c'houlennin ket ha ne demptin ket an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 7:12
9 Referencias Cruzadas  

Ar roue Akaz a roas ar gourc'hemenn-mañ d'an aberzhour Uri o lavarout: War an aoter vras e lakai da vogediñ loskaberzh ar beure, donezon an abardaez, loskaberzh ar roue hag e zonezon, loskaberzh holl bobl ar vro hag o donezon hag o evadkinnigoù. Sparfañ a ri warni holl wad al loskaberzhoù hag holl wad an aberzhoù. Ha diwar-benn an aoter arem, din-me e vo da welout.


Hag en amzer e estrenvan, e kendalc'has da bec'hiñ a-enep an AOTROU, eñ ar roue Akaz.


Goulenn ur sin digant an AOTROU da Zoue, en goulenni pe en donder pe en uhelder.


Hag Izaia a lavaras: Selaou, o ti David! Ha re nebeut eo evidoc'h skuizhañ an dud, ma skuizhit ivez va Doue?


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Derc'hel a reomp bremañ evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptañ a reont Doue, hag en em dennont!


Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc’h eus en em glevet etrezoc’h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac’hanout er-maez.


Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.


Ne demptot ket an AOTROU ho Toue, evel ma hoc'h eus e demptet e Masa.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos