Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.
Ha setu un arouez evidout, Ezekiaz: Debret e vo er bloaz-mañ ar pezh a zeuio anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoù hag e tebrot ar frouezh anezho.
Pa gomzo Faraon ouzhoc'h ha pa lavaro: Grit ur mirakl! Neuze e lavari da Aaron: Kemer da wialenn ha taol anezhi dirak Faraon, hag e teuio da vezañ un naer.
Ha setu un arouez evidout, Ezekiaz: Debret e vo er bloaz-mañ ar pezh a zeuio anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoù hag e tebrot ar frouezh anezho.
Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.