S. Jakes 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-belec’h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n’eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc’h izili? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Abe leac’h e teu en ho touez an disputou hag ar c’hannou? Ha n’eo ket euz ho kwall‐ioulou pere a ra brezel en hoc’h izili? |
Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.
met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c’hlevidigezh hag am dalc’h ereet ouzh lezenn ar pec’hed a zo em izili.
Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.
rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.
Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.
Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
Met diwall diouzh ar c’hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.
Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.
hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.
Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,
O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,
Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan