Sav, AOTROU, a-ziarbenn dezhañ, diskar anezhañ, dieub va ene diouzh an hini drouk dre da gleze!
Sofonia 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C'hwi ivez, Kushiz, c'hwi a vo lazhet dre va c'hleze. |
Sav, AOTROU, a-ziarbenn dezhañ, diskar anezhañ, dieub va ene diouzh an hini drouk dre da gleze!
Eus ur vro bell, eus pennoù an neñvoù, e teu an AOTROU gant binvioù e vrouez, evit distrujañ ar vro holl.
Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,
Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h.
Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.