Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 20:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 20:3
16 Referencias Cruzadas  

Lakaat a rin an Ejipt etre daouarn ur mestr garv, ur roue kriz a reno warno, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. O vezañ klevet kement-se, e kasas kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:


Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Kae, pren dit ur gouriz lin, laka anezhañ war da zivgroazell, met na laka ket anezhañ en dour.


Dirak o daoulagad e tougi anezho war da skoaz, hag e kasi anezho er-maez pa vo teñval. Goleiñ a ri da zremm evit na weli ket an douar, rak da lakaet em eus evel un arouez evit ti Israel.


Ar c'hlere a zeuio war an Ejipt, spouron a vo e Kush, pa gouezho en Ejipt ar re skoet d'ar marv, ha pa vo lamet kuit hec'h engroez ha distrujet he diazezoù.


Evel-henn e komz an AOTROU: Skoazellerien an Ejipt a gouezho, ha lorc'h he nerzh a vo izelaet. Adalek Migdol betek Sien, e kouezhint dre ar c'hleze en he c'hreiz, eme an Aotrou AOTROU.


Ha te, mab an den, kemer ur vrikenn, laka anezhi dirazout, ha tres warni ur gêr, Jeruzalem.


Kemer ivez ur blakenn-houarn, a lakai evel ur voger-houarn etrezout hag ar gêr. Hag e troi da zremm a-enep dezhi, hag e vo evel sezizet, hag e arsailhi anezhi. Kement-se a vo un arouez evit ti Israel.


C'hwi ivez, Kushiz, c'hwi a vo lazhet dre va c'hleze.


Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.


Hervez niver an deizioù hoc'h eus spiet ar vro, daou-ugent deiz, e tougot poan ho tireizhder e-pad daou-ugent vloaz, ur bloaz evit pep devezh, hag e ouiot petra eo bezañ dioueret ac'hanon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos