Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Touzañ a raint bro Asiria gant ar c'hleze, ha bro Nimrod en e zorojoù. Dieubiñ a raio ac'hanomp eus an Asiriad, pa zeuio en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hon harzoù.
Astenn a rin va dorn war Juda ha war holl dud Jeruzalem, hag e lamin eus al lec'h-se ar pezh a chom eus Baal, hag anv e servijerien hag e aberzhourien,