Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Romaned 8:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Karantez ar c’hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc’h, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar garantez euz ar c’hig eo ar maro; mes ar garantez euz ar Spered eo ar vuez hag ar peoc’h; |
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc’h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.
Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Rak ar pec’hed, o kemer an tu eus ar gourc’hemenn, en deus tromplet ac’hanon, ha drezañ en deus va lazhet.
Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.
Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.
An hini a furch ar c’halonoù a oar petra eo soñj ar Spered, rak ec’h erbed evit ar sent hervez Doue.
rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
An hini a had evit ar c’hig a vedo eus ar c’hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.