P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,
Romaned 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak n’ouzon ket ar pezh a ran, ober a ran ar pezh na fell ket din, ober a ran ar pezh a gasaan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ne gavan ket e vez mad ar pez a ran, ne ran ket ar pez a fell d’in, mes ober a ran ar pez em euz kassoni outhan. |
P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,
Ne lakain netra fall dirak va daoulagad. Kasaat a ran kundu an dorrerien, n'en em stago ket ouzhin.
Komzoù e c'henoù n'int nemet drougiezh ha touellerezh, ne fell ket dezhañ bezañ skiantek hag ober ar mad.
C'hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug. Diwall a ra eneoù e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall.
Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.
Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.
An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.
C’hwi a zo eta an testoù hag ar c’henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d’ar marv, ha c’hwi a sav o bezioù.
N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.
Ha te ac’h eus ar feiz? Mir anezhi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n’en em goñdaon ket e-unan er pezh a gav mat.
Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c’hig.