Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Karet ec’h euz ar justis, ha kaseet ec’h euz ar fallentez, dre‐ze, O Doue! da Zoue hen deuz da eoliet gant eun eol a joa dreist da gen‐sorted.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 1:9
42 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a furch an hini reizh, met e ene a gasa an hini drouk hag an hini a gar an taerder.


Da gemennadurioù a ro skiant din, setu perak e kasaan pep hent gaouiat.


Setu perak e kavan reizh da holl gemennadurioù, hag e kasaan pep hent gaouiat.


Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.


Me am eus santelaet va roue war Sion, va menez santel.


Sevel a rez un daol dirazon, a-dal d'ar re am zrubuilh. Oleviñ a rez va fenn, va hanaf a zo leuniet.


Karout a ra ar reizhder hag an eeunder. An douar a zo leun a vadelezh an AOTROU.


Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.


Neuze em eus lavaret: Setu e teuan, skrivet eo diwar va fenn e roll da levr.


Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.


Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.


Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,


lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du dehou war ar stêrioù.


Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.


Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Na soñjit ket en ho kalonoù an droug an eil a-enep egile, na garit ket al leoù faos, rak an holl draoù-se a gasaan, eme an AOTROU.


a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist.


Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac’hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec’h adkemer.


Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.


rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


Rouaned an douar a zo en em savet hag ar briñsed a zo en em unanet a-enep an Aotrou hag a-enep e Olevet.


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.


An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c’hevier.


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv,


Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n’en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur,


Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,


ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.


Evel-se, ec’h eus ivez tud a zalc’h kelennadurezh an Nikolaidi, ar pezh a gasaan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos