Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Mes divarben ar Mab e lavar: Da dron, O Doue, a bad da virviken, hag ar reolen euz da rouantelez a zo eur reolen a justis:

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 1:8
33 Referencias Cruzadas  

Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,


Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an holl gantvedoù, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoù.


En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.


Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.


Gant an AOTROU e vo reishaet holl lignez Israel, hag e kavint gloar ennañ.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Mar en lavaran dit, ha n'eo ket gwir e ri din mervel? Ma roan un ali dit, ne selaoui ket.


Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


er santelezh hag er reizhder, dirazañ, e-pad holl zeizioù hor buhez.


Me hag an Tad a zo unan.


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.


Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!


a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.


rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.


Met ne dostai ket ouzh bro mibien Ammon, nag ouzh lec'h ebet e-kichen froud Jabok, nag ouzh kêrioù ar menez, nag ouzh kement en deus difennet ouzhimp an AOTROU hon Doue.


Benniget e vi muioc'h eget an holl bobloù, ne vo ez kreiz na den na gwreg difrouezh, na gaonac’h e-touez al loened.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos