met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.
Romaned 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dre‐ze, evel ma’z eo dre eun den hep‐ken ez eo deuet ar pec’hed er bed, hag ar maro dre ar pec’hed; evel‐se ive ar maro a zo deuet d’en em asten var an holl dud, rag holl ho duez pec’het. |
met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.
Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr.
Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Setu, an holl eneoù a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec'her eo an hini a varvo.
Evel-se eta, mar en deus ur pec’hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d’an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez.
Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec’herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh.
hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.
Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.
Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.