La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Romaned 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Petra a lavarimp eta diwar-benn ar pezh en deus Abraham hon tad kavet hervez ar c’hig?

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Pe seurt avantach eta a livirimp‐ni hen deuz Abraham, hon tad, kavet hervez ar c’hig?

Ver Capítulo



Romaned 4:1
18 Referencias Cruzadas  

Sellit ouzh Abraham ho tad, hag ouzh Sara he deus ho kanet. E c'halvet em eus e-unan-penn, benniget ha kresket em eus anezhañ.


ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.


Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.


Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n’omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?


Ha brasoc’h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?


Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.


Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.


hag a gomz diwar-benn e Vab, ganet eus lignez David hervez ar c’hig,


Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.


Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,


Petra a lavarimp eta? Ha chom a raimp er pec’hed evit ma fonno ar c’hras?


Petra a lavarimp eta? Hag eo pec’hed al lezenn? N’eo ket! Met ne’m eus anavezet ar pec’hed nemet dre al lezenn. Rak ne’m bije ket anavezet an droukc’hoant ma n’en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc’hoantai ket.


Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?


Hag Hebreed int? Bez’ on ivez. Hag Israeliz int? Bez’ on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez’ on ivez.


A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?