Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:53 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

53 Ha brasoc’h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

53 Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro? Ar brofeted ive a zo maro; piou e bretantez‐te beza?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:53
14 Referencias Cruzadas  

Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Met me a lavar deoc’h, bez’ ez eus amañ un dra bennak brasoc’h eget an templ.


ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.


Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c’hraet Mab Doue.


Ha brasoc’h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?


Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.


Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.


a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos