Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:53 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

53 Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro? Ar brofeted ive a zo maro; piou e bretantez‐te beza?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

53 Ha brasoc’h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:53
14 Referencias Cruzadas  

Mes, hen lavaret a ran deoc’h, beza ez euz aman unan hag a zo brassoc’h eged an templ.


Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Beza hon deuz Abraham da dad; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.


Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue.


Ar bobl a respontaz dezhan: Ni hon euz desket dre al lezen e tle ar C’hrist choum da viken; penaos eta e leverez‐te ez eo red e vez savet Mab an den? Piou eo ar Mab‐an‐den‐ze?


Ar Judevien a respontaz dezhan: Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.


Daoust ha te a zo brassoc’h eget Jacob hon tad, pehini hen deuz roet deomp ar punz‐man, hag hen deuz evet he‐unan diouthan, hag ive he vugale hag he loened?


Dre‐ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h‐mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep‐ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he‐unan par da Zoue.


Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.


pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos