Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:54 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

54 Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

54 Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac’hanon va-unan, va gloar n’eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:54
28 Referencias Cruzadas  

Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.


Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud;


An hini a gomz anezhan he‐unan a glask he c’hloar he‐unan; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan.


(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)


C’houi a ra oberou ho tad. Rag‐se e leverjont dezhan: Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue.


Ne glaskan ket va gloar va‐unan, beza ez euz unan hag he c’hlask, hag a varn.


Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte.


Rag n’e ket an hini en em recommand he‐unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.


Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho‐unan, mes evidomp‐ni, e reant ho c’harg en traou‐man, pere a zo bet breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered‐Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.


pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue.


Rag recevet hen deuz digant Doue an Tad henor ha gloar, pa oe adresset dezhan ar vouez‐man gant ar Gloar souveren: He‐man eo va Mab muia‐karet, en pehini em euz lakeat va holl garantez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos