Romaned 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Te a lavar na dleer ket ober avoultriezh, hag e rez avoultriezh? Te a gasa an idoloù, hag e laerez temploù? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a rez na dleer ket ober avoultriach, hag e rez avoultriach! Detesti a rez an idolou, hag e laerez au traou sacr! |
Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n'eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc'h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioù da di ar c'hast.
O! Perak ne'm eus ket er gouelec'h ul lochenn evit beajour? Dilezel a rafen va fobl hag ez afen pell diganto, rak holl int avoultrerien hag ur vandenn c'hanazed.
unan en deus graet euzhuster gant gwreg e nesañ, unan all en deus en em saotret gant e verc'h-kaer dre wadserc'h, unan all en deus gwallet e c'hoar, merc'h e dad, en da greiz,
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.
Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klañv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eñ da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keñver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoù.
An den, ha touellañ a raio Doue? Rak va zouellañ a rit. Hag e lavarit: E petra hon eus da douellet? En deogoù hag er profoù!
Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Hag e kelenne en ur lavarout: N’eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù? Met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.
Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.