Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klañv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eñ da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keñver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 1:8
10 Referencias Cruzadas  

Ha bremañ kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc'h hoc'h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc'h. Rak ne rin van nemet outañ, evit na rin ket deoc'h hervez ho follentez, rak n'hoch eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.


ra gaso e sikour dit eus al lec'h santel, ra harpo ac'hanout eus Sion,


Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Kinnig a rit war va aoter bara saotret, hag e lavarit: E petra hon eus da zizenoret? Dre ma lavarit: Taol an AOTROU a zo disprizus.


M'en deus ur si bennak, mard eo kamm pe dall, mar en deus ur si fall all, n'aberzhi ket anezhañ d'an AOTROU da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos