Romaned 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak n’eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag n’e ket ar re a zelaou al lezen, eo a zo just dirag Doue; mes ar re a vir al lezen eo a vezo justifiet. |
Hag an AOTROU a lavaras din: Embann an holl gomzoù-se dre gêrioù Juda ha dre straedoù Jeruzalem, o lavarout: Selaouit komzoù an emglev-mañ ha grit hervezo.
Roet em eus dezho va reolennoù ha diskouezet va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.
Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.
Gwir eo ez eo an amdroc’h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc’h a zeu da vezañ diamdroc’h.
Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.
rak bez’ ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc’hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc’h dre ar feiz.
rak n’en em gavan kablus a netra. Koulskoude n’on ket reishaet abalamour da-se, met an hini a varn ac’hanon eo an Aotrou.
oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.
Er-maez eus Krist emaoc’h, c’hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c’hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c’hras.
Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.
Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a zisklêrian hiziv d'ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.
Selaou a ri eta, Israel, hag ec'h eveshai ma vo graet diouto, evit ma vi eürus ha ma kreskot meurbet, evel m'en deus lavaret an AOTROU, Doue da dadoù, er vro a zever gant laezh ha mel.
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.
Mar gouzoc’h ez eo reizh, e c’houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.
Bugale vihan, ra ne douello den ac’hanoc’h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma’z eo e-unan reizh.