Romaned 16:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c’haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Saludit ive an Iliz a zo en ho zi. Saludit Epaïnetus, va muia‐karet, ar c’henta a zo bet en eni gonvertisset d’ar C’hrist en Akaia. |
P’o doe treuzet Frigia ha bro C’halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia.
E-pad ma oa Gallion prokoñsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn,
Evel ma felle dezhañ mont da Akaia, ar vreudeur a alias anezhañ da vont hag a skrivas d’an diskibien e zegemer mat. Pa voe en em gavet, e sikouras kalz ar re o doa kredet dre c’hras,
Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia,
Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez.
Rak falvezet eo bet d’ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiñ lod eus o madoù evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem.
Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou.
lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n’eo ket me hepken a drugareka anezho, met c’hoazh holl Ilizoù ar baganed.
Ho pediñ a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c’hentañ frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent,
Ilizoù Azia a salud ac’hanoc’h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud kalz ac’hanoc’h en Aotrou.
Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an holl sent a zo en Akaia a-bezh:
rak anavezout a ran ho kred hag e tennan gloar ac’hanoc’h diwar e benn dirak ar Vakedoniz, o vezañ ma’z eo prest Akaia abaoe warlene. Ho kred en deus bountet an niver brasañ.
Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.
Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.