Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 15:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Rak falvezet eo bet d’ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiñ lod eus o madoù evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Rag ar re euz a Vacedonia hag euz a Akaia ho deuz kavet mad rei lod euz ho madou d’ar beorien a zo e‐touez Sent Jerusalem.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 15:26
33 Referencias Cruzadas  

An hini a zispriz e nesañ a ra ur pec'hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c'hlac'haret a zo eürus.


An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg.


An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegañs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz.


Torret e voe en deiz-se, hag evel-se ar re baourañ eus an tropell, ar re a sellas ouzhin, a anavezas e oa komz an AOTROU.


Ha lakaat a ris da beuriñ an deñved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourañ eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deñved da beuriñ.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Rak c’hwi ho po bepred peorien ganeoc’h, met n’ho po ket atav ac’hanon.


Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac’hagnet, ar re gamm, ar re dall,


O sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras: Eürus oc’h, c’hwi hag a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc’h!


Ac’hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gêr gentañ eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gêr-se un nebeud devezhioù.


Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc’he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d’hor sikour.


E-pad ma oa Gallion prokoñsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn,


Goude ma voe c’hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.


Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem,


Ho pediñ a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c’hentañ frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent,


Mont a rin d’ho kavout goude ma em bo tremenet dre Vakedonia, rak tremen a rin dre Vakedonia.


neuze tremen eus ho pro e Makedonia, ha goude eus Makedonia distreiñ d’ho kavout, ha bezañ ambrouget ganeoc’h e Judea.


Pa’z on bet en em gavet en ezhomm en ho touez, n’on bet ur bec’h da zen ebet, rak ar vreudeur deuet eus Makedonia o deus pourvezet d’ar pezh a vanke din. En holl draoù ez on en em ziwallet da vezañ ur bec’h deoc’h hag en em virin.


ne’m eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne’m boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.


Rak abaoe ma’z on deuet e Makedonia, hor c’hig n’en deus bet diskuizh ebet, met glac’haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh.


Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoù ar sent, hag ouzhpenn c’hoazh eo leun a drugarekadennoù a vo rentet da Zoue gant meur a hini.


rak anavezout a ran ho kred hag e tennan gloar ac’hanoc’h diwar e benn dirak ar Vakedoniz, o vezañ ma’z eo prest Akaia abaoe warlene. Ho kred en deus bountet an niver brasañ.


gant aon, mar deufe Makedoniz ganin, na vefec’h ket kavet prest ha na drofe kement-se d’hor mezh, evit tremen hep lavarout d’hoc’h hini, war an dra-se hon eus tennet gloar anezhi.


Anavezout mat a rit ivez, c’hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa’z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n’he deus roet din ha ne’m eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc’h,


en hevelep doare ma’z oc’h bet skouerioù evit ar re holl o deus kredet e-barzh Makedonia hag Akaia.


Rak n’eo ket a-walc’h ma’z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc’h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec’h, en hevelep doare ma n’hon eus ezhomm ken da gomz.


ha kement-se eo ivez ar pezh a rit e-keñver an holl vreudeur a zo e Makedonia a-bezh. Met ec’h aliomp ac’hanoc’h, breudeur, da fonnañ e kement-se muioc’h-muiañ,


Pedet em eus ac’hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc’hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren


o vezañ klevet diwar-benn ar feiz ac’h eus en Aotrou Jezuz ha da garantez evit an holl sent,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos