Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 15:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Met bremañ ez an da Jeruzalem da sikour ar sent.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Mes breman ez an da Jerusalem, da gas d’ar Zent eun tam sicour.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 15:25
14 Referencias Cruzadas  

hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d’ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.


Goude ma voe c’hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.


Paol en doa lakaet en e benn tremen eeun en tu all da Efez, evit na gollfe ket a amzer en Azia, rak hastañ a rae buan evit en em gavout e Jeruzalem, mar boa posupl, deiz ar Pantekost.


Ha bremañ setu, ereet gant ar Spered, ez an da Jeruzalem hep gouzout ar pezh a c’hoarvezo ganin,


Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da’m broad aluzenoù ha profoù.


Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem,


Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.


Mar d-eo dereat ez afen-me ivez va-unan, e teuint asambles ganin.


o pediñ ac’hanomp start da resev an aluzen-se ha da gemer o lodenn en ur servijañ ar sent.


en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c’hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti.


Dleout a raemp hepken kaout soñj eus ar beorien, hag em eus henn graet gant aked.


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos