8 Saludit Ampliaz, va c’haret-mat en Aotrou.
8 Saludit Amplias, va muia‐karet en Aotrou.
Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c’haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist.
Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
Saludit Urban, hor c’henlabourer e Krist, ha Stakiz va c’haret-mat.
Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.