Nehemia 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Ezdra ar skrib en em zalc'he war ur savenn goad, a oa bet graet evit kement-se. A-zehou dezhañ e oa Matitia, Shema, Anaia, Uri, Hilkija ha Maaseja; hag a-gleiz e oa Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbadana, Zakaria ha Meshullam.
Rak Salomon en doa graet ur savenn en arem, en doa lakaet e-kreiz al leurenn; he hirder a oa pemp ilinad, he ledander pemp ilinad, hec'h uhelder tri ilinad. Hag en em zalc'has warni, hag e taoulinas a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù,
Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.
Sevel a rejont en o lec'h, hag e voe lennet e levr lezenn an AOTROU o Doue e-pad ur c'hard eus an deiz. E-pad ur c'hard all ec'h anzavjont hag ec'h azeuljont an AOTROU o Doue.