Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag ar brofeded, hag holl bobl adalek ar bihanañ betek ar brasañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.
Nehemia 8:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel. |
Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag ar brofeded, hag holl bobl adalek ar bihanañ betek ar brasañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.
Neuze Hilkija a gemeras ar gomz hag a lavaras da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a roas al levr da Shafan.
Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag al Levited, hag holl bobl adalek ar brasañ betek ar bihanañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.
Goude an traoù-se, dindan ren Artakserksez roue Persia, Ezdra mab Seraja, mab Azaria, mab Hilkija,
Rak Ezdra en doa lakaet e galon da studiañ lezenn an AOTROU, d'he mirout, ha da gelenn en Israel ar reolennoù hag ar barnedigezhioù.
Setu amañ eilskrid al lizher a roas ar roue Artakserksez da Ezdra an aberzhour hag ar skrib, ar skrib eus komzoù gourc'hemennoù an AOTROU hag eus e reolennoù diwar-benn Israel.
an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.
Ar re-se a oa en amzer Jojakim mab Jezua, mab Jozadak, hag en amzer Nehemia ar Gouarnour, hag Ezdra an aberzhour ha skrib.
Hag ouzh dor ar Feunteun, a-dal dezho, e pignjont diri kêr David, dre savenn ar voger, dreist ti David, betek dor an Doureier war-zu ar sav-heol.
An Netiniz a oa o chom war ar grec'henn a zresas war-zu ar sav-heol, betek dor an Doureier hag an tour a zo en baleg.
Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a zegasas ar skourroù, hag e rejont logelloù, pep hini war e doenn hag er porzhioù, ha war leurennoù ti Doue, ha war leurenn dor an Doureier, ha war leurenn dor Efraim.
Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Degas a rejont ar pezh en doa gourc’hemennet Moizez dirak teltenn an engalv, hag an holl vodadenn a dostaas hag en em zalc’has dirak an AOTROU.
Ho pet soñj eus lezenn Moizez va servijer, am eus roet dezhañ en Horeb evit Israel a-bezh, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Dre-se, setu, e kasan deoc’h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d’eben,
pa zeuio holl Israel d'en em gavout dirak an AOTROU da Zoue el lec'h en devo dibabet, e lenni al lezenn-mañ dirak holl Israel, hag e klevint.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.
Hag an holl bobl a savas evel un den hepken o lavarout: Den ac'hanomp ned aio d'e deltenn, ha den n'en em denno en e di,