Hag ec'h anavezis ne oa ket Doue a gase anezhañ, met en doa lavaret ar brofediezh-se a-enep din, dre ma oa paeet gant Tobija ha Samballad.
Nehemia 6:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Paeet o doa anezhañ evit lakaat ac'hanon d'ober evel-se dre aon ha da bec'hiñ. Hag o vezañ saotret va anv, o dije gellet va goleiñ a vezh. |
Hag ec'h anavezis ne oa ket Doue a gase anezhañ, met en doa lavaret ar brofediezh-se a-enep din, dre ma oa paeet gant Tobija ha Samballad.
ma oa skrivet ennañ: Klevout a ran e-touez ar broadoù, ha Gashmu en lavar ivez, ez oc'h e sell d'en em sevel, te hag ar Yuzevien, hag evit-se eo ec'h adsavit ar voger; hag e vi o roue, hervez ar pezh a lavarer.
Brud vat a zo gwelloc'h eget pinvidigezh vras, ha grad-vat karantezus eget arc'hant hag aour.
Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!
Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
Neuze, ar veleien vras, an henaourien hag ar sanedrin a-bezh a glaske ur fals-testeni bennak a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.
Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec’h santel-mañ hag a-enep al lezenn,
Met e ran kement-se hag henn ober a rin c’hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.
Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,
Rak Doue n’en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.
en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.