Ar c'helien marv a vrein hag a laka da verviñ eoul ar fronder; evel-se e ra un nebeud a follentez e-keñver an hini a zo prizet evit e furnez hag e c'hloar.
Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.
Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.
Chom a reas eta gourvezet ouzh e dreid betek ar mintin, hag e savas a-raok ma c'helled anavezout an eil egile. Boaz a lavaras: Ra ne vo ket gouezet ez eo deuet ur vaouez war al leur.