Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hañv eget mont d'un ti a fest, rak eno emañ diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 7:2
29 Referencias Cruzadas  

Kelenn deomp kontañ niver hon deizioù, evit ma c'hellimp kaout ur galon fur.


Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deñvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.


Eñvor an den fur ne bado ket pelloc'h eget hini an den diskiant, peogwir en deizioù da zont kement a zo a vo ankouaet. Penaos e varv ar fur evel an diskiant?


Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.


Pep tra a ya d'un hevelep lec'h; graet eo bet pep tra eus ar poultr, pep tra a zistro da boultr.


Evitañ da vezañ bevet div wech mil vloaz, n'eo bet laouen eus mad ebet. Daoust ha ned a ket an holl d'un hevelep lec'h?


Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.


Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.


Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eñvor a zo ankouaet.


ha lavaret ec'h eus: Me a vo pennrouanez da virviken! Ha ne'c'h eus ket taolet evezh, na soñjet diwar-benn diwezh an traoù-mañ.


Ned i kennebeut d'un ti a fest d'azezañ ganto evit debriñ pe evañ.


Bremañ eta evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Taolit evezh ouzh ho hentoù.


Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.


Piv a c'hell niveriñ poultr Jakob, ha diniveriñ kard Israel? Ra varvin eus marv an dud reizh, ra vo va diwezh heñvel ouzh o hini!


Eürus ar re a zo er glac’har, rak frealzet e vint!


Ma vijent fur, e komprenjent kement-mañ, hag e soñjjent er pezh a c'hoarvezo ganto d'an diwezh.


e lavaras dezho: Lakait ho kalonoù da virout an holl gomzoù a bedan ac'hanoc'h hiziv da gemenn d'ho mibien, evit ma virint holl gomzoù al lezenn-mañ ha ma raint diouto.


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos