Hag an holl vodadenn a respontas o lavarout a vouezh uhel: Ya, ret eo deomp ober evel ma lavarez.
Nehemia 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e respontjont: Ni a zaskoro, ha ne c'houlennimp netra diganto, ober a raimp ar pezh a lavarez. Neuze e c'halvis an aberzhourien, evit ober dezho touiñ e raint hervez ar gomz-se. |
Hag an holl vodadenn a respontas o lavarout a vouezh uhel: Ya, ret eo deomp ober evel ma lavarez.
Neuze e savas Ezdra, hag e reas touiñ pennoù an aberzhourien, al Levited hag Israel a-bezh d'ober hervez ar c'homz-se. Hag e toujont.
a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,
da dremen hep reiñ hor merc'hed da bobloù ar vro hag hep kemer o merc'hed evit hor mibien,
na da gemer tra ebet, d'an deizioù sabad ha d'an deizioù santelaet, eus pobloù ar vro a zegas marc'hadourez ha traoù a bep seurt evit o gwerzhañ, ha da zilezel er seizhvet bloaz hep goulenn paeamant dle ebet.
Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.
Daskorit dezho hiziv, me ho ped, o farkeier, o gwini, o gwez-olivez hag o ziez, hag ivez ar c'hantvet eus an arc'hant, eus an ed, eus ar gwin hag eus an eoul a c'houlennit diganto evel kampi.
Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.
Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.