Nehemia 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War e lerc'h, Baruk mab Zabbai a zresas ul lodenn all o labourat c'hwek, adalek ar c'horn betek dor ti Eliashib an aberzhour-meur. |
Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen.
Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.
War e lerc'h, Meremod mab Uri a zresas ul lodenn all, adalek dor ti Eliashib betek penn ti Eliashib.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.