mibien an aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.
d'ar pevare deiz e pouezjomp an arc'hant, an aour hag al listri e ti hon Doue e dorn Meremod mab Uri an aberzhour. Gantañ e oa ivez Eleazar mab Fineaz, hag al Levited Jozabad mab Jezua ha Noadia mab Binnui.
Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.
En o c'hichen e tresas Meremod mab Uri, mab Koz, en o c'hichen e tresas Meshullam mab Berekia, mab Meshezabeel, en o c'hichen e tresas Zadok mab Baana,