Hag ar varc'hadourien hag ar re a werzhe pep seurt traoù a dremenas an noz er-maez eus Jeruzalem ur wech pe div.
Nehemia 13:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak, adalek ma voe an heol en em dennet eus dorojoù Jeruzalem a-raok ar sabad, war va gourc'hemenn, e voe serret an dorojoù. Hag e c'hourc'hemennis chom hep o digeriñ betek goude ar sabad. Hag e lakais ur re bennak eus va zud ouzh an dorojoù, ma n'aje den ebet gant sammoù da zeiz ar sabad. |
Hag ar varc'hadourien hag ar re a werzhe pep seurt traoù a dremenas an noz er-maez eus Jeruzalem ur wech pe div.
Hag e lavaris dezho: Ra ne vo ket digoret dorojoù Jeruzalem a-raok tommder an heol. Ra vo serret an dorojoù ha lakaet ar berennoù e-pad ma viot c'hoazh eno. Ra vo lakaet evel gedourien tud Jeruzalem, pep hini d'e c'hed, pep hini dirak e di.
Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa en da eost. Lezel a ri kement-se evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue.
Bez’ e vo evidoc’h ur sabad-diskuizh, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù; d’an navet deiz eus ar miz da noz, eus un noz da un noz all, e lidot ar sabad.
Neuze ar Yuzevien a lavaras d’an hini a oa bet yac’haet: Ar sabad eo, n’eo ket aotreet dit dougen da wele.