Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Bez’ e vo evidoc’h ur sabad-diskuizh, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù; d’an navet deiz eus ar miz da noz, eus un noz da un noz all, e lidot ar sabad.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:32
19 Referencias Cruzadas  

Setu perak, adalek ma voe an heol en em dennet eus dorojoù Jeruzalem a-raok ar sabad, war va gourc'hemenn, e voe serret an dorojoù. Hag e c'hourc'hemennis chom hep o digeriñ betek goude ar sabad. Hag e lakais ur re bennak eus va zud ouzh an dorojoù, ma n'aje den ebet gant sammoù da zeiz ar sabad.


Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.


Aotrou, digor va muzelloù, ha va genoù a embanno da veuleudi.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus: d’ar seizhvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, ne reot labour ebet, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.


Ur sabad-diskuizh e vo evidoc’h, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù. Ur reolenn beurbadus eo.


D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.


Ne reot labour ebet. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Eürus ar re a zo er glac’har, rak frealzet e vint!


Rak mar en em varnfemp hon-unan, ne vefemp ket barnet.


En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.


Evidomp-ni hon eus kredet, ec’h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c’hounnar, n’antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc’hraet abaoe krouidigezh ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos