Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:33
7 Referencias Cruzadas  

Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.


Hag e lidjont gouel al logelloù, evel ma'z eo skrivet, hag e kinnigjont loskaberzhoù bemdez, kement ha ma oa ret, evel ma c'hourc'hemenne ar c'hustum evit pep devezh.


D'ar seizhvet miz, d'ar pemzekvet deiz eus ar miz, d'ar gouel, e kinnigo e-pad seizh deiz an hevelep traoù, diwar-benn an aberzh-dic'haouiñ, diwar-benn al loskaberzh, diwar-benn an donezon, ha diwar-benn an eoul.


Bez’ e vo evidoc’h ur sabad-diskuizh, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù; d’an navet deiz eus ar miz da noz, eus un noz da un noz all, e lidot ar sabad.


Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, e vo gouel al logelloù evit an AOTROU, e-pad seizh devezh.


Met an holl re a vano eus an holl vroadoù deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, hag evit ober gouel an Tabernakloù.


D'ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet, hag e reot ur gouel evit an AOTROU e-pad seizh devezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos