Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.
Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
Hag e lidjont gouel al logelloù, evel ma'z eo skrivet, hag e kinnigjont loskaberzhoù bemdez, kement ha ma oa ret, evel ma c'hourc'hemenne ar c'hustum evit pep devezh.
- Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. - Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.
D'ar seizhvet miz, d'ar pemzekvet deiz eus ar miz, d'ar gouel, e kinnigo e-pad seizh deiz an hevelep traoù, diwar-benn an aberzh-dic'haouiñ, diwar-benn al loskaberzh, diwar-benn an donezon, ha diwar-benn an eoul.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac'hanoc'h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec'h dibabet gantañ, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioù ha da ouel al logelloù, ha n'en em ziskouezo ket er c'houllo dirak an AOTROU.
Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar.
Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa.