Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
Nehemia 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu amañ pennoù ar proviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon. |
Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
An aberzhourien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz, a chomas en o c'hêrioù. Holl re Israel a voe o chom en o c'hêrioù.
Nemorant an Israeliz, an aberzhourien hag al Levited a oa en holl gêrioù Juda, pep hini en e hêrezh.
Mibien eus Juda ha mibien eus Benjamin a reas o diazez e Jeruzalem. Eus mibien Juda: Ataja mab Ozia, mab Zakaria, mab Amaria, mab Shefatia, mab Mahalaleel, a-douez mibien Farez;
Setu amañ mibien ar proviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:
An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c'hêrioù. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c'hêrioù.