Mefiboshed en doa ur mab yaouank anvet Mika. An holl re a oa o chom e ti Ziba a oa servijerien Mefiboshed.
Nehemia 11:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun; |
Mefiboshed en doa ur mab yaouank anvet Mika. An holl re a oa o chom e ti Ziba a oa servijerien Mefiboshed.
Hag e lakaas Levited evit ober ar servij dirak arc'h an AOTROU , evit eñvoriñ, trugarekaat ha meuliñ an AOTROU Doue Israel:
ha ganto e oa Heman ha Jedutun, hag ar re all a oa bet dibabet ha merket dre o anv evit meuliñ an AOTROU , rak e vadelezh a bad da viken;
ha Shabtai ha Jozabad, karget eus labourioù diavaez ti Doue, hag a oa a-douez pennoù al Levited;
Pennoù al Levited a oa: Hashabia, Sherebia, Jezua mab Kadmiel, hag o breudeur a-dal dezho, evit meuliñ ha trugarekaat, hervez gourc'hemenn David den Doue, ul lez-kanañ o respont d'egile.
Matania, Bakbukia, Abdia, Meshullam, Talmon hag Akkub a oa gwarded, porzhierien karget eus ar gward ouzh treuzeier an dorojoù.
Neuze e ris da bennoù Juda pignat war ar voger, hag e lakais daou laz-kanañ bras evit meuliñ. Unan a yeas a-zehou war ar voger, etrezek dor an Teil.
Rak gwechall, en amzer David hag Azaf, e oa mestroù-ganerien, ha kanaouennoù a veuleudi hag a drugarekadennoù da Zoue.
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,