Rannet e voent dre ar sord, an eil re gant ar re all, rak bez' e oa gouarnourien ar santual ha gouarnourien ti Doue a-douez mibien Eleazar hag a-douez mibien Itamar.
Nehemia 10:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tennjont d'ar sord evit prof ar c'hoad, an aberzhourien, al Levited hag ar bobl, evit degas da di hon Doue, hervez tiez hon tadoù, d'an amzerioù merket a vloaz da vloaz, evit ma vo devet war aoter an AOTROU hon Doue, evel m'eo skrivet el lezenn. |
Rannet e voent dre ar sord, an eil re gant ar re all, rak bez' e oa gouarnourien ar santual ha gouarnourien ti Doue a-douez mibien Eleazar hag a-douez mibien Itamar.
Salomon a gasas da gavout Huram roue Tir, da lavarout dezhañ: Gra evidon evel ma ec'h eus graet evit David va zad, o kas dezhañ sedrez da sevel un ti evit chom ennañ.
Ha goude-se e kinnigjont al loskaberzh peurbadus, re al loarioù nevez hag holl c'houelioù an AOTROU a oa santelaet, ha re eus pep hini a rae ur prof a youl vat d'an AOTROU.
Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hêrioù all.
prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.
Ne vefe ket a-walc'h eus al Liban evit an tan, ha ne vefe ket a-walc'h eus al loened evit al loskaberzh.
Kemer a ri flour bleud hag e poazhi gantañ daouzek gwastell; pep gwastell a vo a ziv dekvedenn.
Ro urzhioù da vibien Israel ha lavar: Ret e vo deoc'h eveshaat ma vo kinniget din en amzer dereat an donezon hag ar boued evit va frofoù graet dre an tan, ur c'hwezh dudius din.
Tennañ a rejont d’ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.
Jozue a lakaas anezho en deiz-se troc'herien goad ha tennerien dour evit ar vodadenn hag evit aoter an AOTROU , el lec'h ma zibabfe, betek hiziv.