Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 24:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Kemer a ri flour bleud hag e poazhi gantañ daouzek gwastell; pep gwastell a vo a ziv dekvedenn.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 24:5
18 Referencias Cruzadas  

Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.


eus ar baraoù a ginnig, eus ar flour bleud evit an donezonoù, eus ar bignez hep goell, eus ar pezh a zo poazhet war ar baelon, eus ar pezh a zo kemmesket, eus an holl vuzulioù a endalc'h hag a hirder;


E-touez mibien ar Gehatited, o breudeur, e oa ar re o doa ar garg eus ar baraoù a ginnig, da fichañ pep sabad.


o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.


evit ar baraoù a ginnig, evit an donezon beurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioù sabad hag al loarioù nevez hag ar gouelioù, evit an traoù santel, evit an aberzhoù-dic'haouiñ e-keñver Israel, hag evit holl oberoù e ti hon Doue.


Hag e tennjont d'ar sord evit prof ar c'hoad, an aberzhourien, al Levited hag ar bobl, evit degas da di hon Doue, hervez tiez hon tadoù, d'an amzerioù merket a vloaz da vloaz, evit ma vo devet war aoter an AOTROU hon Doue, evel m'eo skrivet el lezenn.


Hag e lakai war an daol ar baraoù a ginnig a vo dalc'hmat dirazon.


an daol gant hec'h holl draoù, ar baraoù a ginnig,


hag e fichas warni ar baraoù kempenn-mat dirak an AOTROU , evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Degas a ri an daol hag e lakai warni ar pezh a dle bezañ lakaet. Degas a ri ar c'hantolor hag ec’h enaoui e lampoù.


Astenn a raint ul liñsel limestra war daol ar baraoù a ginnig hag e lakaint warni ar pladoù, an tasoù, al listri hag an hanafoù evit an evajoù-kinnig; ar bara peurbad a vo warni,


penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?


hag a c’hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc’h azeuliñ dalc’hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.


Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c’hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec’h santel.


Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!


An aberzhour a roas dezhañ eta bara santel, dre ma ne oa ken eno bara all, nemet ar baraoù a ginnig a oa bet dilamet a-zirak an AOTROU , evit lakaat eno baraoù tomm en deiz ma oant dilamet.


En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos