Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 24:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Fichañ a raio al lampoù war ar c’hantolor glan dirak an AOTROU, dalc’hmat.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 24:4
19 Referencias Cruzadas  

ar c'hantolorioù en aour glan, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz, dirak ar santual, gant ar bleuñv, al lampoù, ar gevelioù aour,


reiñ a reas ar pouez eus ar c'hantolorioù aour hag eus o lampoù aour gant pouez pep kantolor hag e lampoù, pouez ar c'hantolorioù arc'hant gant pouez pep kantolor hag e lampoù, hervez implij pep kantolor;


Prennet o deus zoken dorojoù ar porched, ha mouget al lampoù; n'o deus ket lakaet da vogediñ ezañs, na kinniget loskaberzhoù da Zoue Israel er santual.


an daol hag he zraoù, ar c’hantolor aour glan hag e holl draoù,


ar c'hantolor glan gant e lampoù, al lampoù kempennet, e holl draoù, an eoul evit ar c'hantolor,


Penn ar warded a gasas ivez gantañ ar c'hirinoù, an ezañsoueroù, an hanafoù, ar c'haoterioù, ar c'hantolorioù, al loaioù, ar c'hiboù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.


Er-maez eus ar ouel a zo dirak an Testeni, e teltenn an engalv, e ficho anezhañ Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an AOTROU, dalc’hmat. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù.


Ar garg roet dezho a voe an arc'h, an daol, ar c'hantolor, an aoterioù, traoù ar santual evit ober ar servij, ar ouel ha kement a zo talvoudus dezhi.


Kemer a raint ul liñsel limestra hag e c'holoint ganti ar c'hantolor, e lampoù, e c'hevelioù, e bodoù-ludu hag e listri-eoul evit ober ar servij,


Komz da Aaron ha lavar: Pa enaoui al lampoù, ar seizh lamp a sklêrijenno dirak ar c'hantolor.


Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c’hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec’h santel.


mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.


Ar re-se eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc’h dirak Doue an douar.


Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos