Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Danevelloù 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Salomon a gasas da gavout Huram roue Tir, da lavarout dezhañ: Gra evidon evel ma ec'h eus graet evit David va zad, o kas dezhañ sedrez da sevel un ti evit chom ennañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 2:3
18 Referencias Cruzadas  

Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, kilvizien ha benerien, hag e savjont ti David.


Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, benerien ha kilvizien evit sevel un ti dezhañ.


o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.


P'o doe echuet, e tegasjont d'ar roue ha da Jehojada nemorant an arc'hant, hag e voe graet gantañ listri evit ti an AOTROU, listri evit ar servij hag evit an aberzh, tasoù ha listri all en aour hag en arc'hant. Hag e voe kinniget dalc'hmat loskaberzhoù e ti an AOTROU, e-pad ma vevas Jehojada.


Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,


Hag e kinnige bemdez ar pezh a oa bet gourc'hemennet gant Moizez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù meur, teir gwech ar bloaz: gouel ar bara hep goell, gouel ar sizhunioù, gouel al logelloù.


Er bloaz kentañ eus ar roue Kiruz, ar roue Kiruz a roas an urzh-mañ diwar-benn ti Doue e Jeruzalem: Ra vo adsavet an ti-se evit bezañ ul lec'h ma vo kinniget aberzhoù, ha ra vo diazezet kreñv. E uhelder a vo tri-ugent ilinad hag e hirder tri-ugent ilinad,


Hag e tennjont d'ar sord evit prof ar c'hoad, an aberzhourien, al Levited hag ar bobl, evit degas da di hon Doue, hervez tiez hon tadoù, d'an amzerioù merket a vloaz da vloaz, evit ma vo devet war aoter an AOTROU hon Doue, evel m'eo skrivet el lezenn.


Hag e lakai war an daol ar baraoù a ginnig a vo dalc'hmat dirazon.


Setu ar pezh a ginnigi war an aoter: daou oan eus ur bloaz, bemdez, dalc'hmat.


Unan eus an oaned a ginnigi diouzh ar beure, hag eil a ginnigi etre an daou abardaez,


Hag e kinnigi an eil oan etre an daou abardaez; ober a ri an hevelep donezon evel diouzh ar beure hag an hevelep evadkinnig, ur c'hwezh dudius eo, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .


Aaron a lakaio da vogediñ eno ezañs a c'hwezh-vat. Bep beure, pa gempenno al lampoù, e lakaio da vogediñ an ezañs.


Komz da vibien Israel ha lavar: Gouelioù an AOTROU a embannot, hag e vint kengalvoù santel. Setu, ar re-mañ eo va gouelioù:


Degas a reas an donezon hag e kemeras un dornad diouti, a lakaas da vogediñ war an aoter, ouzhpenn loskaberzh ar beure.


E penn-kentañ ho mizioù, e kinnigot ul loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,


D'an deiz sabad, e kinnigot daou oan disi eus ur bloaz, gant div zekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ha gant an evadkinnig.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos