Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Danevelloù 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 2:4
16 Referencias Cruzadas  

Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.


Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.


Ha Salomon a ginnigas un aberzh a drugarekadennoù a brofas d'an AOTROU, daou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag holl vibien Israel a reas dedi ti an AOTROU.


Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d'an AOTROU a zle bezañ savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioù. Fellout a ra din eta kempenn evitañ an holl draoù. Hag e kempennas David traoù e-leizh a-raok e varv.


o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.


Salomon a zivizas sevel un ti evit anv a AOTROU, hag un ti roueel evitañ.


evit ar baraoù a ginnig, evit an donezon beurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioù sabad hag al loarioù nevez hag ar gouelioù, evit an traoù santel, evit an aberzhoù-dic'haouiñ e-keñver Israel, hag evit holl oberoù e ti hon Doue.


Aotrou, nikun e-touez an doueoù n'eo eveldout, ha n'eus ket a oberennoù evel da re.


Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoù,


Hag e lakai war an daol ar baraoù a ginnig a vo dalc'hmat dirazon.


Aaron a lakaio da vogediñ eno ezañs a c'hwezh-vat. Bep beure, pa gempenno al lampoù, e lakaio da vogediñ an ezañs.


Kemeret en deus gantañ ur sac'had arc'hant, ha ne zistroio ket d'ar gêr a-raok al loar nevez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios