Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklêriet dre Elia.
Mazhev 9:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d’e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c’hwi a gred e c’hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mab David! kemer truez ouzomp. Ha pa oe deuet en ti, an dud dall‐ze a dostaaz outhan, ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha c’houi a gred ec’h hellan‐me ober kement‐se? Int a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou! Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pe oé deid én ty, en dud dall dostas d’oh‐t‐hou, ha Jesus e laras tehai: Ha hui e gred e ellan‐mé ober quement‐cé? Ind e laras tehou: Ia, Eutru. |
Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklêriet dre Elia.
Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klañv gant an derzhienn.
Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c’hellez va glanaat.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?
Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac’haet