Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 13:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 Neuze Jesus, o veza kasset kuit ar bobl, a ieaz en ti; hag he ziskibien a dostaaz outhan, o lavaret: Displeg deomp parabolen an ivre er park.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

36 Nezé Jesus e cassas quit en dud hag e zas én ty; hag é zisciplèd dostas dehou hag e laras: Dizolet d’hemp er lavar‐cuhet ag er fall lezeu ér parq.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 13:36
13 Referencias Cruzadas  

An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.


Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.


Selaouit eta petra eo parabolenn an hader.


Met e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed hag a yeas kuit.


Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.


Goude bezañ kaset ar bobl en o hent, e pignas er vag hag e teuas da vro Vagdala.


Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d’e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c’hwi a gred e c’hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.


Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d’e ziskibien.


Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.


Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c’houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.


Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil. Goude-se o c’hasas en o hent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos