Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 13:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat eo Mab an den;

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

37 Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: An hini a had an had mad, eo Mab an den;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

37 Hag ean e laras dehai: En hani ag e had hâd mad é zou Mab en Dén;

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 13:37
16 Referencias Cruzadas  

Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc'hmat; bountañ a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ.


An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset.


Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.


Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne’c’h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?


Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.


Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,


Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.


Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.


Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.


Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d’ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù,


Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,


penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos