Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klañv gant an derzhienn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Ha Jesus, o veza deuet en ti Per, a velaz he vam‐gaer var he gwele klanv gant an derzien.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

14 Ha pe zas Jesus de dy Pierre, e huélas é vamgær gourvet clan gued en derhian.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:14
9 Referencias Cruzadas  

Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?


O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho.


Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.


Ha n’hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c’hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?


Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,


o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos