Mazhev 9:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pe oé Jesus oeid quit ag er léh‐cé deu zén dall e hélias anehou, én ul laret: Mab David, hou péet truhé d’oh‐emb. |
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
Aotrou, az pez truez ouzh va mab hag a zo loariek ha gwall boaniet. Alies e kouezh en tan hag alies en dour.
Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d’e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c’hwi a gred e c’hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
Benniget ra vo ren David hon tad, a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac’hanomp, az pez truez ouzhimp.
En eur-se zoken, eñ a yac’haas kalz a dud eus o c’hleñvedoù, eus o mac’hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C’hrist eus lignez David hag eus bourc’h Betlehem, a-belec’h e oa David?
a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.