Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?
Mazhev 8:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu, holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz. O vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar gear holl a zeuaz rag‐tal etrezeg Jesus; ha kerkent ha ma veljont anezhan, her pedjont d’en em denn kuit euz ho bro. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha chetu ol dud kær e ziarbennas Jesus, hag arlerh en dout huélet anehou, ind e pedas anehou de bellat a zoh hou brô. |
Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?
Ha koulskoude o deus lavaret da Zoue: Pella diouzhimp, ne fell ket deomp anavezout da hentoù.
Hag Amazia a lavaras da Amoz: Diouganer, kae, tec'h da vro Juda, debr eno da vara, hag eno e tiougani.
Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.
Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.
Dont a rejont eta d’o sioulaat. Hag o c’hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr.
Ha bremañ, perak e varvfemp? Rak an tan bras-se a guzumo ac'hanomp! Mar klevomp c'hoazh mouezh an AOTROU hon Doue, e varvimp.
Samuel a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU , hag e teuas da Vetlehem. Henaourien kêr a zeredas spouronet dirazañ en ur lavarout: Hag e teuez evit hor mad?